Pelec’h ema Plozeved ?     


E Penn ar Bed, war vord bae Gwaien, etre Penmarc’h ha Beg ar Raz.

Penaoz dond da Plozeved ?

 - Gand ar c’harr-nij : aerborz Kemper Kerne (20 km)
 - Gand ar wetur : Pariz (595 km) – an Naoned (260 km) – Roazon (240 km) – Kemper (25km)
 - Gand an treñ : TGV deus Pariz : gar Kemper (25km) 
 

  

 

Kartenn anaveoud Plozeved
 
Eur barrez war vord ar mor eo, gand 3000 a dud o chom enni ; e Kumuniez parrezeiou Gorre ar Vro Vigoudenn ema.


Petra zo ken kaer e Plozeved ?

• ar mor : trêz ha kerreg war 7 km.

• ar mêziou : buhez zo enno c’hoaz, gand eur bern kêriou (120 !) strevet eun tammig e peb lec’h er barrez.

• an istor : eur bern traou da weled : an iliz, chapeliou, kalvariou, bet renevezet pe o veza renevezet, evel an iliz-parrez bet savet dreist-oll er 15 ved ha 16 ved kantved, pe chapel an Drigned, bet lakaet e renk ar monumañchou istorel. Bez’ zo ive testeniou deus ar vuhez gwechall : ferniel devi bein d’ober soud e kost’ an aod, lennou, ferniel d’ober bara…

• ar vuhez sevenadurel :
- abaoe ouspenn 20 vloaz zo, ’neus Plozeved lakaet war droad eur festival etrevroadel a vuzik hag a zañsou a blij kalz d’an douristed : ar Mondial Folk.
- dibabet eo bet Plozeved gand ar CNRS, er vro a-béz, evid digemer ar symposium « Skiañchou ha sitoianed » : dond a ra skiañtourien vrudet evid debati war a bep seurt sujedou…An hini kenta zo bet dalc’het e 2002 hag an eil a vo ’benn 2005.

E berr gomzou : neuñvi, ober surf, mond war vag, bale war-mêz, a bep seurt traou da weled ha d’ober, ha toud an traou-se e Plozeved.